Karta Diwan – Charte Diwan

  1. L’association Diwan est ouverte à toutes les familles désirant assurer une éducation de leurs enfants en langue bretonne, sans distinction socio-professionnelle, philosophique ou politique. Les écoles sont gratuites et ouvertes à tous.

    Digor eo ar gevredigezh Diwan d’an holl familhoù a fell dezho reiñ un deskadurezh e brezhoneg d’o bugale, hep diforc’h sokiomicherel, prederouriezhel pe bolitikel. Digoust ha digor d’an holl eo ar skolioù.

  2. Diwan existe du fait des carences d’une Education Nationale ne donnant pas sa place à la langue bretonne, mais réclame la prise en charge de ses écoles dans un service public d’enseignement démocratique et rénové en Bretagne, permettant l’utilisation du breton comme langue véhiculaire de la maternelle à l’université dans tous les domaines de l’enseignement.

    Bez’ez eus eus Diwan abalamour da vankoù an Deskadurezh Stad na ro ket e blas d’ar brezhoneg; goulenn a ra groñs Diwan ma vo kemeret e karg he skolioù en ur servij deskadurezh publik demokratel ha renevezet e Breizh, a aotreo implij ar brezhoneg evel yezh kevredigezhel eus ar skolioù-mamm betek ar skolioù-meur en holl domanioù ar c’helenn.

  3. Diwan est indépendant par rapport à toute formation philosophique, confessionnelle, politique, syndicale, etc … En conséquence, Diwan affirme que son combat exige que soient respectées les convictions religieuses, philosophiques ou politiques de tous ses membres, quel que soit l’éventail de celles-ci et tant qu’elles ne sont pas contraires à la Déclaration Universelle des Droits de l’homme. Cette indispensable tolérance conduit Diwan à défendre la laïcité dans son enseignement et à se porter garant de la liberté de pensée de chaque personne.

    Distag eo Diwan diouzh pep aozadur prederouriezhel, politikel, sindikadel, h.a. Rak-se ec’h embann Diwan e c’houlenn groñs he stourm ma vo doujet da gredennoù relijiel, prederouriezhel pe politikel he holl izili forzh pere a vefent gant ma ne vint ket kontrol da Zisklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den. An habaskter hollret-mañ a gas Diwan da zifenn ha da vroudañ al laikelezh en he c’helennadurezh ha dont da c’hred da frankiz soñjal pep hini.

  4. Diwan instaure un enseignement démocratique avec la collaboration effective des parents, des collectivités locales et des enseignants. Diwan demande aux parents de créer au sein de la famille, un climat propice à l’expression en langue bretonne dans la vie quotidienne.

    Diwan a laka e plas ur c’helenn demokratel o kenlabourat a-zevri gant ar gerent, ar strollegezhioù lec’hel hag ar gelennerien. Goulenn a ra Diwan digant tud ar vugale krouiñ e-touez an tiegezh un aergelc’h emsav a-benn reiñ d’ar brezhoneg e blas en o buhez pemdez.

  5. Diwan s’engage à promouvoir l’usage du breton au sein de l’association à tous les niveaux ; par ailleurs, Diwan promeut un développement culturel en langue bretonne donnant à chaque enfant le maximum d’atouts pour forger lui-même son avenir et permettant aux enfants de Bretagne de prendre en charge leur environnement naturel, social et économique.

    Gouestlañ a ra Diwan broudañ implij ar brezhoneg d’an holl liveoù e diabarzh ar gevredigezh; Eus un tu all e kas Diwan war-raok un diorroadur sevenadurel e brezhoneg a ro da bep bugel ar muiañ a gartennoù-trec’h evit sevel e-unan e zazont had a ro an tu da vugale Breizh da gemer e karg o endro naturel, sokial hag armerzhel.

  6. Diwan déclare son hostilité à toute uniformisation linguistique et est attachée aux diverses formes d’expression culturelle, affirmant que seul leur complémentarité est source d’unité, d’enrichissement mutuel et collectif. Le breton enseigné dans les écoles maternelles Diwan est celui utilisé dans leur environnement géographique et humain.

    Disklêriañ a ra Diwan bezañ a-enep pep unneuziadur yezhel, bezañ stag ouzh ar stummoù disheñvel a eztaoladoù sevenadurel, hag embann a ra n’eus nemet o c’henklokauster a zegas unaniezh ha kenbinvidigezh stroll. Ar brezhoneg kelennet e skolioù-mamm Diwan zo an hini implijet en o endro douaroniezhel ha denel.

  7. Conformément aux droits inaliénables des peuples à s’exprimer par leur propre culture, Diwan appelle toutes les personnes éprises de démocratie, les organisations culturelles bretonnes, les organisations syndicales notamment d’enseignants, à lutter avec elle pour plus de justice et contre toutes les formes de domination culturelle.

    A-du gant gwirioù dilammadus ar pobloù d’en em ezteurel dre o sevenadur dezho o-unan e c’halv Diwan kement hinienn zo tomm ouzh an demokratelezh, an aozadurioù sevenadurel breizhek, an aozadurioù sindikadel, re ar gelennerien peurgetket, da stourm a-gevret ganti evit muioc’h a justis hag a-enep pep furm a vac’homerezh sevenadurel.

  8. Diwan se déclare solidaire de tous les peuples qui luttent pour leur identité culturelle, en y insérant les travailleurs immigrés, affirmant que leur diversité concourt à enrichir le patrimoine humain.

    Diskleriañ a ra Diwan bezañ kengred gant an holl bobloù a stourm evit o fersonded sevenadurel, lakaet e-barzh al labourererien enbroet, hag e embann e talvez o liesseurtegezh da binvidikaat glad mab-den.